Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



DIGOR-LABOUR
Kenvroiz ker,

Beleien a vank ! N’eo ket ar Misionou hepken a c’houlenn tud yaouank kalonek da skigna ar Feiz e-touez ar baïaned, met hor bro Frans a-bez, hag hon eskopti zoken, a zo diank d’ezo beleien. Prezegennou, skridou a bep doare, unvanieziou, breurieziou a gas dre-holl ar c’helou fall-man hag a glask digeri daoulagad ar gristenien war ezommou hag enkrez Hor Mamm Zantel an Iliz. Ha mall bras eo e vijent selaouet. Nag a « zanvez beleien » a zo bet distrujet gand ar Brezel ! Nag a veleien a zo bet lazet pe vac’hagnet !

Marvat, an istor grenn-man, a zo falvezet ganen moulla, ne wellaio ket