Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


IV. — DOUE A GLEV
MOUEZ AR BOBL

« Asa mat », a lavaras eun dervez Paol ar Baradoz, « daoust ha ne vo kavet den da gomz d’an aotrou Person ? Eur pec’hed e vije chom hep kas da veleg eur paotr evel Laouig. Yvon ar Penker a c’hedo bloaz pe zaou muioc’h evit kaout skoazell digand e vugale, na petra ’ta. Ne vanko ket a dud d’ezan abenn-nebeut aman ? Ha da c’hedal, daoust hag an amezeien ne gendalc’hint ket, a galon vat, da ober o aluzennou ha da rei d’ezan karr ha loan pa vezo red ? »

Mamm Laouig a gleve, en dro d’ezi, komzou evelse bemdez. Ne lavare netra, ar baourez keaz ; met a greiz he c’halon hi a bede ivez Introun Va-