Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


Mari a veze galvet ivez pa c’hoarveze gand unan bennak trouc’ha eur biz, pe eun troad… Traou evelse en em gave alies awalc’h gand ar wazed pa vezent o trouc’ha lann pe goad, hag e-pad an eost da boent ar medi. Laouig a zeskas en doare-ze penaos gwalc’hi eur gouli, penaos ha gant petra gelei eur biz trouc’het (…N’oa ket hano eus a wiad kefnid nag eus a loustoniou all…) Deski a reas dreist-holl ober vad d’an dud ezommek.

Savet en doare-ze gand e noun, dalc’het pell diouz ar vugale all nemet da boent ar skol ha pa vezed war evez anezo, Laouig ne c’helle, diouz meno an holl, ne c’helle beza nemet beleg pe relijius.

— « Evelkent », a lavare unan ben-