Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

filhor da welout tud mac’hagnet ha tud varo… » Aes oa d’ezi hen ober. An holl, e parrez Landunvez, a deue da glask Mari Gerlagen pa veze unan maro en ti. Hi eo a rae chapel ar maro ; hi a rae ar c’hurunennou da lakat war an arched ; hi eo a zibabe al leoriou santel a veze lennet e-pad an arc’houest ; hi a lavare peurvuia pedennou ar re varo. Hiviziken e kasas d’he heul ar paotr, yaouank c’hoaz goulskoude, p’e gwir n’en doa ket graet c’hoaz e Bask kenta. Labour Laouig a veze dastum bleuniou ha glasvez, ha goudeze, lenn beb an amzer eur pennad kentel war ar maro, ar varn, ar baradoz, ar purgator… Ne gredan, ket e c’hellje beza, evid eun « danvez beleg », kaeroc’h ha talvoudusoc’h kenteliou.