Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


III. — " HA PETRA RIN-ME ? "

« Eun dra bennak a zo da ober… » Mari a gleve ar gomz-se o voudinellat en he diou skouarn.

— « Ha petra rin-me ?… Pedi ? — Her graet hon eus, va filhor ha me, evit gouzout bolontez an aotrou Doue ». An holl, evit gwir, a c’helle o gwelout o daou o vont alies da japel Sant Gonvel, en tu all da aod Penfoul ha tost da Lanc’hallez, hag aliesoc’h c’hoaz da japel Intron Varia Kerzent, wardro kastell bras Tremazan.

Eun dervez, an Introun Varia a zigasas da Vari eur menoz mat. « Eur beleg », a zonje Mari, « a vez galvet bemdez da welout tud klanv ha tud toc’hor… Hep gouzout bolontez Doue war Laouig, azalek hirio e voazin va