Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

lavares ket, araok, e vijes eskob ? »

— « Ya, gwir eo. »

— « Ne garfes ket mont da veleg ? »

— « Eo vat », emezan.

— « War an hent emaout, paotr. Dalc’h mat ; pa vezi deuet mat d’an aotrou person e vezi barrek. »

Mari a gleve kement all diwar-benn he filhor.

— « Eur pec’hed e vo evidoc’h, Mari, ma ne rit ket eur beleg eus a Laouig. »

— « Ne c’houlennan ket gwell », eme Vari. « Met eus a belec’h en defe ar bugel traou da vont d’ar skolaj ? N’eo ket e dad hag e vamm a c’hell ober eun dra bennak ; va danvez-me n’eo ket bras ; hag ar gerent all tosta n’eo ket re hir ar peuri ganto ivez. Ha neuze, gouzout a rit eo Laouig ar