Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


— « Mat, eme Laouig kerkent, ma ne vezan ket kurust, me a yelo da eskob ! »

— « Da eskob ? N’ouzout ket petra eo ! »

— « N’eus forz ! Da eskob ez in, ya, ha da eskob mat ! »

Paol a zirollas da c’hoarzin o klevet ar c’homzou-ze, lavaret gant kement a nerz. Ar paotr ne voe ket divarc’het. Kaeroc’h zo. Bep wech ma veze goulennet goudeze : « Ha te, Laouig, petra vezi, te, diwezatoc’h ? » ar paotr a responte heb marc’hata : « Eskob ! eskob mat ! » Holl dud an ti, an amezeien, ha kement hini a zaremprede Lanc’hallez a gare ober an henvelep goulenn evit kaout an henvelep respont. Gwall uhel e klaske tizout, mab Anna ar Penker ! N’eo