Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

evid anaout stad reuzeudik e gerent.

Eur mignon all en doa Laouig. Koz-koz oa ar mignon-ze, da zonj ar paotr. Ar wirionez eo en doa an den tremen hanter-kant vloaz. Bale a rae war flac’hou. Hanvet oa Paol ar Baradoz. Eun denig bihan, pikotet a zremm, bras ha lemm e zaoulagad, atao louen. Paol, hag a veve en eun ti bihan e Kerc’houeriok, a deue alies da glask e voued da Lanc’hallez. Ha, pa deue, e veze lakaet da gignat patatez, pe da gempenn bouteïer, boutegi, balaenou ha traou-all war-dro an ti. Ar paotr a jome gantan peurvuia war zigarez rei skoazell d’ezan. An holl avat a c’houïe en ti ne zalc’he Laouig ken