Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

kalz ar stal. Ha goulskoude, piou oar ? Doue, gant binviachou dister ha bresk, a ra burzudou kaer.

Pa lennoc’h an istor, gwelit, va mignoned, ha c’houi ne c’helljec’h ket kemerout skouer war Mari Gerlagen, tud Lanc’hallez pe re Benn-al-Lann. Sellit en-dro d’eoc’h, ha marteze c’houi a gavo eul Laouig bennak da gas d’ar skolaj pe da rei d’ezan eun aluzenn vat epad amzer e studi.

Digollet mat e vezoc’h eus ho madelez. Pedennou ar beleg a denno warnoc’h bennoz an aotrou Doue epad ho puhez ; ha, goude ho maro, Jezus Hor Barner ne ankounac’haïo ket ar vad ho pezo graet d’an eneou kristen, d’an Iliz, ha d’ar Vro.

L.A.B.