Pajenn:Lallour - Guerziou groet d'an enor ar c'henta greunadier eus ar Françz.pdf/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
- 8 -

Eus ta servichou irio c’hoas.

   Guiniguet a voa deon gageou,
Argant hac ouspen enoriou ;
Nemed ar pez a gleer dinn,
Emeza na c’houlennan quin.

   Carnot deon respontas : Breton !
Na chilaoun quet ta ræson :
Lavar dinn : ha te gav diæs.
Da c’haout tra dre vadelez ?

   Tra citoyen, n’oun quet mezus,
Na da c’haout re glorius :
Nemed ar pez a so glet dinn,
Emeza adare, a fall quin

   Goulscoude ma boutou so fall ;
Me garfe caout eur re all :
Pe guer out quermad em c’henver,
Rei dime eur re boutou lezr.

   Ar gouarnerien sabbatuet
O velt eun den quen decidet.
Eis cant liur deon a reas,
Evit e phension bep bloas.

   Ar peoc’h ne badaz quet da pell,
Adare savas ar brezell,
Eur car deon, Brigant anvezet,
Ganti bras a voa glac’haret

   Eus e unec pautr, eun beo,
Varlec’h ar re-all tout maro,
Maro soudardet d’an arme,
D’e c’honsoli eun a chome.

   Enep an daëlou e dad,
Pe guer a voa cavet mad
Da zoug ar fusuilh ar sabren,
Partial a voa glet souden,

   Ar Brigand voa paour, hac ouspen
Kœr bras oant ar remplaçourien ;
Corret evit-an partias,
Evel pautr yaouanc en e plaçz.

   A enep e anter cant bloaz,
Corret a voa yac’h ha green c’hoas ;
En arme necun yaouancoc’h
Evit eon n’a voa capaploc’h.