Pajenn:Lallour - Guerziou groet d'an enor ar c'henta greunadier eus ar Françz.pdf/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- 6 -

An dreist ordinal banden,
Ha var lec’h banden an iveru.

   Lahet a voa ar general,
Da Moncey var lec’h Marichal,
Ar c’hommandamant voue roet,
Rac na blige quet da Corret.

   E Breis en eur zont dre vour,
Var eur bâtimant marchadour,
Nep gall nem diffenn hor Vreton,
Voue quemeret gant ar Sauzon.

   Eus ar Sauzon meur da hiny
A glascas en e c’haçzoni
Tenna deus e dog var e phenn
Emel driliou cocarden.

   Scuis gant an oll trubuilhou-ze,
Corret a dennas e c’hleze ;
E c’hocarden ganti toullet
D’ar penn ar c’hleze voa staguet.

   Deut aneuze, a lavaras,
Da clasquit affair dime c’hoas ;
Nep eun a c’hoant va c’hocarden,
Me e laho diouc’htu agrenn.

   Eun deiz e Londres heuliet
Gant eur rum a bolliçzonnet,
Var boues e mel cocarden c’hoas,
Eun dra marvailhus arruas.

   Goab arae deon ar Sauzon :
N’em z’roi ha reas hor Vreton,
Hac en eum temporel a goc’h
A tollaz eur Sauz, respect d’oc’h.

   Ar re-all oll sabbatuet
Evit ato voue corriget
Da zont mui da glasq affair
D'ar paour quez Breton prisonnier.

   D’ar peoc’h a zeuas e Paris
Corret ar vaillant Kernevis,
D’ar gouarneurien an nation
A c’houlennas e phension.

   Carnot eun eus ar Ministret,
A lavaras : te na po quet,
Rac ar Françz o deuz ezoum bras