Pajenn:Lallour - Guerziou groet d'an enor ar c'henta greunadier eus ar Françz.pdf/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- 4 -

Ar Sauzon gant o fusuil’hou
Varnezan, evel var tud goue,
Hep span ha danger a denne.

   Christen na c’havas ar c’hourach,
E creis quement a c’harnach,
Da glasq an ovizcer lahet,
Nemed ar C’hernevis Corret,

   Hep aon a phlomb boledou
E unan, etre ar c’horfou,
A guemeras eus an dachen
Var e ziou scoas ar c’habiten.

   O cleout an taul gaer-ze,
Ar roue quen countant a voue
Ha diouc’htu deon a c’hennigas
Daou mil scouet bep bloaz gant e groas.

   Autrou Roue Spaign, emeza :
Ne allan receo brema
Nemed ar groas ervez o c’hoant ;
Trugare var bouez an arc’hant.

   Goude caçzet pell ar Sauzon,
E Françz a zeuas hor Vreton ;
D’ar study a voa e Breis,
Epad an dizurzou Paris.

   Ar goarnamant en amzer-ze
Anvezet a voa comite
Eus a silvidiguez an oll ;
Meur veach a reas ar c’hontroll.

   Eus a bep gostez attaquet,
Ar Françz a voa aner collet
Pa ordrenas ar c’homite
Da sevel pevarzec arme.

   Latour d’Auvergne a voa galvet,
Ha gant ar c’homite pedet
Da guermerc’h ar c’hommandamant
Eus an arme au nige c'hoant.

   Commandi na c’houlennan quet,
A lavaras diouc'htu Corret ;
Ar Spaign pelzo anevezoun,
Er bro-ze caçzit ac’hanoun.

   Eno a voant dastumet,
Daouzec mil soudard anvezet,