Pajenn:Lallour - Guerziou groet d'an enor ar c'henta greunadier eus ar Françz.pdf/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Var an ton ar Gourc’hemennou Doue
————

   Chilaouet oll tud a Vreis
Au histor eus eur C’hernevis,
Ar c’henta den a zo ganet
E Françz, ha marteze er bed.

   Corret a voa e leshanno,
E gristen Theophil Malo ;
Latour-d’Auvergne a voa anveet,
Hanno gant e zud coz gonet.

   Eus a Garaës guinidic,
Morse ne voue pinvidic,
Ha goulscoude eus an noblançz
An ancienna voa er Françz ;

   Speret leun a gouizieguez,
Calon carguet a c’harantez,
Ene quit a bep tachadur,
En a voa bepret eun den fur.

   En eun den ne voa bet jamæs
Quement a c’helennadurez ;
Gout a rae uguen langaich,
Piou gall aznaout davantaich.

   Abars ar Revolution
A gollas Loys a Bourbon,
Pell amzer a voa capiten,
Capiten a Greunaderien.

   Ar Roue Spaign a voa Bourbon,
D’hiny Françz quenderv ha mignon,
Hac en eun enez Spaign, Mahon
Voa quemeret gant ar Sauzon.

   Ar Roue Spaign a c’houlennas,
Hac e c’henderv deon a reas,
Latour d’Auvergne, evel sicour
Enep e derrupl adversour.

   Neubeut var lec’h a gommanças,
Un assailh general, allas !
Ar Spaignoled a voue spontet,
O velt eur c’habiten lahet.

   Eus al laez ar Vuriou