Pajenn:Lallour - Guerziou groet d'an enor ar c'henta greunadier eus ar Françz.pdf/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- 12 -

Var ar grec'hennou lavaret
Ar grec'hennou Oberg'hausen.
Plaçz a glac'har d'ar Francisien.

   Latour d'Auvergne, ervez ar c'hiz
Eus ar soudardet ar breis,
A rae, d'ar pen e vanden,
Plaçz bras en dro gant e sabren.

   Ar banniel eur rum a Teutet
Gant e zourn cleiz voa quemeret,
Pa var marc’h eur Houllan redas,
Ha gant eun toll lançz e lazas.

   Evel ze breudeur achuas
Ar buez ar citoyen bras,
O deus gounezet ar hanno
A c'henta Grenader ar bro.

   Pa na oa quet en armeou,
Composi a rae scridou
Dre pere o deus amprouet
Piou oant Breis ha Bretonet.

   Hor langaich, a lavar Corret,
So an ancienna er bed,
Hac eon a voa er Barados
Guech all hini hon tadou coz.

   Ar roue Bavier a glevas
Piou voa Corret, hac ordrenas
Da lacquaat e c'horf balsamet
Dian eur men bez express grœt.

   E c'halon a so bet miret
En eur vouest argant, ha douguet
D'ar c'houg, gant ar c'henta sergeant,
An tri ha daou uguen regimant.

   Hep guech a voa galvet : Corret !
Ar sergeant lavare : « Lahet
« Gant enor tal an adversour. »
Ra zeui e sonch domp e sicour !

   D'ar gouel sant Per er miz Even ,
Mil eis cant eun ha daou uguen,
Un imaich coëwr a sobet
Savet d'an enor a Corret.

   Ervez an urz autrou roue,
Bep regimant eus an arme