Pajenn:Lallour - Guerziou groet d'an enor ar c'henta greunadier eus ar Françz.pdf/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- 10 -


Mais pa glevas Napoleon,
Quenta Consul an nation,
Corret soudard simpl partiet,
Eon a chomas bras souezet.

Petra rafomp-ni, emeza,
Eus ar C'hernevis-ze brema :
General a dleffe beza,
Pe coronel d'an neubeuta.

Carnot deon respontas souden :
Commandi n'a c'hoanto biquen :
Bep seurt d'eon o meus guiniguet,
Hac oun bet ato refuset.

A enep eo diræson,
Emeza c'hoas Napoleon,
Me gao nevez enoriou,
Da aznaout e servichou.

Du recompensi ar Breton,
Anveet vo gant an nation
Quenta Greunader eus ar Françz,
Ha countant a vezo mechançz.

Me meus sonch da rei deon ouspen,
Eus a bers ar bro, eur sabren ;
Gant aour var nean a vo scrivet :
Ar Françz d'ar citoyen Corret.

Napoleon a guemeras,
E unan, ar bluen ha scrivas,
En eur scriva deon a songe
Caout enor bras a guementze.

Diouc'htu ha guellas hor Vreton
Al liseren Napoleon,
Discueza a rign ar sabren,
Emeza, d'an adversourien.

Me a ziscuezo d’ar bed oll
Nequet coet ar Françz en erroll
En eur rei eur sabren dime,
Me a desteno an dra ze.

Ez guir, var lec'h neubeut amzer,
Hor soudardet treuzas ar ster,
Pini so ar Rhin anvezet,
Ha touch eus ar bro an Tentet.

Er Bavier a voant arruet,