Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
konchennou

c’houezi yen ha semplaat. Mat o deus graet. Kement-se a oa dleet d’in. »

« Dal, eur banne gwin a ra vad d’ar galon. »

« Ho trugarekaat, itron. »

Eva a ra Laou. E keit-se, ar sonerien a laka c’houez en o seier. O c’hanaouenn-dañs a zo houmañ a lavaront hep ehan :

« Dilun, dimeurz, dimerc’her. You ! »

Ha Laou, biz-ha-biz gant ar rouanez, da gana :

« Dilun, dimeurz, dimerc’her,
Diriaou ha dirgwener… »

« You ! hou ! hou ! » eme ar gornandoned. « Start ! start ! start ! »

Ha Laou adarre :

« Dilun, dimeurz, dimerc’her,
Diriaou ha dirgwener.
Disadorn ha disul,
Hag echu ar sizun ! »

Hag ar roc’hell a zo frailhet ; hag an Toull n’eus ken anezañ ; hag ar gornandoned a zo nijet d’ar Baradoz, echu o finijenn ganto ; hag ar maen a oa e-kreiz ar c’hoad a zo aet kuit ha Laou a zo e-unan, gant e blad houarn gwenn, e-kreiz an hent bras.

Hag heñ d’ar gêr. Annaig n’eo tamm laouen ebet pa wel anezañ o tistrei, netra gantañ nemet eur plad houarn-gwenn en e zorn, hag e sac’h goullo war e chouk.

Hag hi a ziframm ar plad a-dre daouarn Laou hag a stlap anezañ er porz.

Laou a lavar :

« Ra vezo krampouez war ar plad ! »

Ha d’Annaig :

« It da gerc’hat ar plad, Annaig. »

« Kit da gousket gant ho plad : pez diot a zo ac’hanoc’h ! Gourvezet out bet war an aour ha n’eus ket deuet eul liard ganez ! »

« Alo, koantiz, ne felle ket da Zoue. »

« A ! Laou, gwir eo. Ni ne soñjemp tamm ebet e Doue pa vezemp oc’h huñvreal beza pinvidik. Abalamour da ze, sur mat, eo n’eus ket fellet d’ezañ rei netra d’eomp. Ra vezo benniget ! Ha ni, bevomp mat en hor stad, ha perz hor bezo eun devez er Baradoz dudius. Ma, Laou, mont a ran davit ar