Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
KONCHENNOU

« Gwell a ze. Yod ha laez goell a zo da goan. »

« Bennigit, va Doue, ar pred-mañ ez eomp da gemerout evit kenderc’hel da veva en ho servij. »

« Evel-se bezet graet. »

Ha Laou dic’hala eun taol dorn war ar speurenn en eur lavarout :

« Ac’hanta, Per ? Gwelout a rit ? »

« C’houi a zo aze, Per ? » eme Fant. « Deuit da goania ganeomp ivez eta. »

« Gortozit eur frapad ! » eme Ber.

Hag heñ d’ar red da gerc’hat an arc’hant. Kollet en devoa. Perak ivez paria ?

Laou avat a vouch d’e wreg ken laouen ma ’z eo, e-giz da zeiz o eured, goude ar soubenn-laez, na petra ’ta ? Ha n’eo ket hi eo he deus graet d’ezañ digoll e zevez ha kaout ouspenn talvoudegez e vuoc’h ?…

Ha n’eo ket mat kavout mat pep tra e-giz-se ? Koulskoude arabat beza e-giz Fant a c’houlenn « Petra a lavaro an dud ?… Arabat klask sevel uheloc’h eget ar re-all ; met, pa raer ar pez a dleer ober, eo ret

Lezel ar chas tagnous da harzal

Hag an dud sot da gaozeal,

hag ober ar vad ha mat.


— II —


E-giz ma soñjit, va zud vat, Laou ar C’hoad a veve eürus en e di. Arabat kredi avat eo ret, evel Laou, rei eur vuoc’h evit eur begad. Furoc’h e c’hell unan beza, hep mar. Met ar pez a zo mat kemerout skouer warnañ e buhez Laou, eo beza laouen atao, n’eus forz petra ’c’hoarvez.

Deomp bremañ da di an hini-all a oa o chom e Toull-ar-C’hefeleg.

Per ar C’hamm, anvet ivez Per ar Bordeller — da lavarout eo Per an Trouzer — ne oa neudenn heñvel ebet ennañ ouz Laou. Buanek e oa, rust, paotr e vanne, he n’en devoa ket muioc’h a zouster eget eur c’hi a ziskroc’hener ez-veo.

Ne ouie ket eo « an douster benveg ar fur », nag an divizou-mañ :

Gant poan hag amzer
A-benn eus pep tra e teuer.