Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
KONCHENNOU

evelato, rak soñjal a raent e vije o mibien eur gurunenn gaer d’ezo eun deiz er Baradoz.

…Eun nozvez ma edont o varvailhat, e-tal an tan, ennañ eur penngos dero ha sklosou lann, gwreg Laou a lavaras :

« Klev, va mignon : eur soñj a zeu d’in. Ma ’z afes da Bleiben da werza ar Velen ? Petra ’lavarez ? An Duez a zo eur vat a vuoc’h hag a ro laez kement ha teir-all. Amann a-walc’h hor bezo diganti he-unan. Ha neuze, perak labourat evit ar re-all ? Hor bugale, siouaz ! n’eus chomet nikun ebet anezo ganeomp. Diaes eo bet d’am c’halon, met p’eo gwir eo bet fellet gant Doue, n’hon eus ket da sevel en e enep. »

« O ! nann, ha kavout a raimp anezo dizale. »

« Ya, mignon. Ma eta, ha ne vefe ket mat divec’hia pelloc’h hon divrec’h paour ? N’eo ket labour a vanko d’eoc’h evit-se : eun dra bennak a vezo atao da zresa. Ha ni a vezo muioc’h a ze an eil gant egile. Petra ’soñjez ? »

« Warc’hoaz kenta ez in neuze. »

« Mat. »

Antronoz, Laou d’ar marc’had. Ne oa ket krog an heol c’hoaz da suna ar gliz a lintre, o luskellat, war ar geot laouen. Sin ar groaz avat en devoa lakaet Laou en e gerc’henn.

Met ar paour-kaez anezañ ! n’en deus ket soñj ken. Ha n’eo ket deiz ar foar eo a oa. D’ar merc’her edod, ha da veurz eo a veze marc’had e Pleiben.

Rak-se Laou ne gavas den da brena e vuoc’h digañtañ.

« N’eus droug ebet, » emezañ. « Ha petra goude ? N’em eus nemet distrei d’ar gêr, ha me a gav d’in na vezo ket hiroc’h an hent eget pa edon o tont. Ar Velen a vezo lakaet adarre en he c’hraou ouz he strapenn hag he nask, eun dornad brug dindani, eur vriad foenn en he rastell gant eur voetrabezenn drailhet bennak, hag echu va zamm tro kuit a chalamant. N’em bezo nemet dont en-dro a-benn an trede meurz, hep beza paket er wech-se avat. »

(Setu aze eun den ha n’eo ket nec’het avat ! a vezo lavaret marteze. Ma ! selaouit c’hoaz.)

Ha Laou en hent, goude eur bater e-tal ar Groaz vras ha goude beza diwisket e dog da sant Jermen benniget, ha graet sin ar groaz dirak Kroaz an Holen. Hag heñ kuit eus al leurgêr.

O tiskenn an hent kalet anvet bremañ hent ar Vered, e dreid brevet a loc’h war e lerc’h.