Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
KONCHENNOU

ro tro da gredi en deus bet eur get kuz digant Marc’h. Lavarout a ra, eur pennad goude, e pleg ar skouarn, gwir eo, n’eo ket diskouarn ar roue heñvel ouz re ar re-all.

Hag an dud gwasoc’h-gwasa warnezañ, na petra ’ta ? Poan-benn o deus o klask gouzout. Torr-penn int da Yeunig. Tud-a-lez, priñsed vras a zeu d’e gavout gant ar soñj da c’houzout ar sekred.

Priñsezed koant a c’houlenn, gant ho muzellou flour par d’ar roz, penaos eo graet diskouarn ar roue. Unan zoken a lavar dimezi d’ar perukenner ma kar lavarout d’ezi.

War beg e deod emañ ar ger klasket, hag an derzienn a grog e Yeunig. Da serr-noz, eun devez, heñ kuit. Mont a ra eeun dirazañ hep gouzout dare da belec’h. Eur soñj n’en deus ken :

« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »

Gouda beza baleet eur frapadig, setu heñ e-tal ar mor a verv an eon gwenn ennañ o lipat ar reier. Emañ o vont da lavarout d’ar c’hoummou :

« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »

Met krena a ra e lavarfe ar wagenn d’ar wagenn :

« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »

Ha ma lavarfe ar ger d’an avel ? Kas a rafe dre-holl :

« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »

Hag e tiskenn en aod, hag e ra eun toull ker bras hag e benn en traez, hag eno e lavar goustadik, ker goustadik ma ne glev ket e-unan :

« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »

Sevel a ra, divec’hiet e damm kalon, hag e stank mat an toull. Chom a ra eun tammig e-kichen, digor e skouarn gantañ. Netra ne lavar netra. Ne glev seurt nemet an houl o tregerni gant ar gorventenn, met ne ’z eus netra ganto diwar-benn Marc’h.

« Marc’h en… » eme Yeunig ; met ne da ket larkoc’h.

An hekleo a lavar :

« Marc’h en… » hep mui ken.

Ha Yeunig a zo laouen e galon. Ne c’hoarvez seurt ebet eno, nemet teir gorzennig kresket en eun taol dioustu war-c’horre an toull stouvet mat gant Yeunig. Bransigellat a reont koantik o fenn gant an avel-vor, hep ger ebet avat.

Ha Yeunig d’ar gêr, eürus e benn.

Dimezi e verc’h a reas Marc’h, nebeut goude.

Koant e oa ar briñsez, lemm he spered, eeun he c’halon :