Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
konchennou

vlejadenn. Mont a reont d’eur c’hoad hag unan anezo, kiger eus e vicher, a laz al loen gant eun taol bouc’hal war e vailh, e-kreiz e dal. Diskroc’henet eo en eur par berr ha graet pevar damm anezañ.

« Mat, » eme Yann, « ha lod va filhor ? »

« Gwir eo, » eme an tri-all.

« Dal, » eme ar c’higer da Yannig, « kas ar c’hroc’hen ganez. Daou skoed a dalv ha n’eo ket fall d’it evit ar wech kenta. »

« Ho trugarekaat, » eme Yannig.

Hag heñ kuit.

« Lakaomp bep a gorniad bremañ, » eme ar re-all, « pa ’z eo aet ar furlukin-se en e dro. »

Yannig, avat, a soñje :

« E-giz-se eo e vez graet ? C’houi a gred d’eoc’h oun diot. Bet oun bet, ne c’hellan ket nac’h, met dic’henaoueget oun, ha m’hen talvezo d’eoc’h. »


Ac’hanta, va zud vat ! Petra a gav d’eoc’h a reas Yannig ? Mont da damall ar re-all d’an archerien ? O ! tra ! selaouit hag e ouiot :

Pa voe aet eun tammig larkoc’h, setu Yannig o leda kroc’hen ar vuoc’h war eur bod spern hag o lopa warnañ gant eur vaz, endra ’c’hell, en eur youc’hal a-bouez penn : « Forz va buhez ! truez ! forz va buhez ! N’eo ket me eo ! » emezañ adarre gant e vouez-all.

Hag en eur cheñch e vouez : « Petra ? N’eo ket te eo ? »

« Forz va buhez ! Nann ! nann ! n’eo ket me eo ! » emezañ adarre gant e vouez-all.

Ha kerkent : « Piou eo ’ta, neuze, marmouz a zo ac’hanout ? »

« Va faeron eo. »

« Ha piou eo da baeron ? »

« Yann ar Gêrlosket. »

Ha Yann neuze d’e gamaraded :

« Ar sac’helleg bihan ! ar mec’hieg ! Emañ tapet ! Ne glevit ket ? »

« Eo, avat, » eme ar re-all.

« Forz va buhez ! forz va buhez ! » a hope, a yude Yannig, en eur skei war-bouez e zivrec’h war ar c’hroc’hen. « Du-ze emaint, er c’hoad aze, e-tal ar waz… »

« Tec’homp buan ! » eme Yann hag e genseurted.

Hag int d’an daoulamm etrezek ar gêr.