Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
yann seitek

« Gant va faeron. »

« Gwir eo. Kemerout a ray ac’hanout hep mar. »

Ha Janed da gavout ar paeron, Yann e ano. »

« Demat d’it, Yann, » emezi.

« Ha d’it, Janed. Penaos ez a ar bed du-ze ? »

« Disterik a-walc’h avat, abaoe maro va faour-kaez Per, Doue d’e bardono ! »

« Ha va filhor, penaos emañ ? »

« Braoik emañ. Hag, eeun hag eeun, da gomz ganez diwar e benn oun deuet d’az kavout. »

« Mat avat. »

« Brazik eo dija. »

« E feiz, ya. Ha poent eo d’ezañ ober eun dra bennak gant e bevar ezel. »

« E-giz ma leverez. »

« Ha petra emañ en e soñj beza ? »

« Plijout a rafe d’ezañ dont davedout da zeski beza laer. »

« Ne ray ket morse eul laer mat. »

« A gav d’it. »

« Re-amlavar eo. »

« Ne vet ket atao. Ha bez dienkrez, ijin a zo en e benn, mantrus. N’eo ket fougeal gantañ eo a ran. Ar wirionez eo ha netra ken. »

« Mat. Kredi a ran ac’hanout. Digas anezañ d’in ’ta neuze, warc’hoaz kenta, war-dro serr-noz. Raktal e krogo gant al labour. »

Ha Yannig dont da di e baeron.


« Kleo, filhor, » eme hemañ, « bez didrouz atao, tap mat da grog pa gavi tro, ha, mar bezez paket, arabat va diskulia nag ar re a vezo ganin. Bremaik ez aimp da Gêrlogod da laerez eur vuoc’h. »

« Ac’hanta, Yann ? Erru out ? N’out ket pare c’hoaz ? » eme eun nebeud tud e toull dor ti Yann.

« Deuit tre, mignoned. Digouezet eo va filhor amañ da zeski ar vicher ganeomp. Triñkomp gantañ da lavarout yec’hed mat d’ezañ hag evit m’hor bezo chañs vat. »

« Chañs vat ! » eme ar re-all o lakaat ar gwer da steki.

« Eun tamm a baotr a zo eus da filhor. Enor a ray d’it. »

Hag int da Gêrlogod. N’eus goulou ebet war enaou. Kousket eo an holl ker sioul ha tra. Dibrenna dor ar c’hraou n’eo ket diaes hag ar vuoc’h a ya ganto hep leuskel eur