Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
konchennou

« Pet person a zo en Dreinded ? »

« Nikun. »

Gwir e lavare koulskoude, rak, e chapel an Dreinded, n’eus na person na kure.

« Pelec’h emañ Doue ? »

« E ti va zonton Fañch an Añsien, war ar pres bras (an armel vras) ha amaret e gof gant eur gorden. »

Dirolla a reas ar vugale-all da c’hoarzin. Yannig a lavaras neuze :

« N’eo ket gwir marteze ? Baro hir en deus zoken. O ! her gwelet mat am eus disul, pa oan bet gant va mamm e ti va zonton !… »

E feiz ! eur skeudenn d’an Tad Eternel a oa war an armel, e ti Fañch.

« Peur eo maro Jezuz-Krist ? »

« N’am boa ket klevet e oa bet klañv, zoken ? »

« Mat, va faotr, » eme ar beleg, « yod az pezo evit da bask. »

Ha Yannig a ouele forz en eur vont d’ar gêr. Pa voe en em gavet eno, e c’houlennas e vamm outañ :

« Perak emaout o leñva kement-se ? »

« Lavaret ez eus d’in em bezo yod (e vezin korbellet). »

« Hag abalamour da betra ? »

« Goulennet ez eus bet diganin pe da vare eo maro Jezuz-Krist. Hag em eus respontet ne ouien ket. »

« E fec’h, me n’ouzon ket kennebeut. Mont a rankan da gavout ar person, ha me ’welo ! »

Ha Janed d’ar presbital.


« N’emañ ket ar person amañ ? » emezi d’ar vatez.

« E Kerwern emañ. »

« Pegeit e vezo eno ? »

« Keit ha ma vezo laosket gant Doue, kredabl. »

« Ha koll a rez da benn ? »

« War va diouskoaz emañ bepred, a gav d’in. »

« N’eo ket an dra-ze am eus c’hoant da lavarout. »

« Gouzout a ran. »

« Met c’houi, petra ’livirit ?… N’ouzon dare. »

« Gouzout mat. »

« Ne ran ket. »

« Ma ! setu amañ. Ar Person a zo o chom e Kerwern. Kompren a rit ? »