Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
EUL LAERONSI

Pa zeu va den mat en-dro, gavr ebet gantañ, ne gav mui e azen.

« Allas ! » emezañ, « setu me tapet adarre ! Marteze koulskoude n’oun ket. An den-ze a oa skuiz o c’hortoz ac’hanoun hag a zo aet atao. Deomp ivez… »

Tremen a ra e-kichen eur puñs. Eno ez eus eun den o ouela. Hag ar c’houeriad d’ezañ :

« Perak emaoc’h o leñva e-giz-se ? »

« Va yalc’h a zo kouezet er puñs aze. »

« Petra ’root d’in, ha me a yelo d’he zapout ? »

« An hanter eus ar pez a zo enni.

Pa vezer e tro da goll,
Gwelloc’h hanter eget holl. »

« Gwir eo. Mont a ran eta, »

Hag heñ a ziwisk e zilhad hag a ziskenn er puñs.

P’emañ er goueled, egile a dec’h, dilhad va den gantañ.

Tapet eo ar c’houer adarre. Penaos e teuas er-maez ha petra a reas da c’houde, an istor n’hen lavar ket. N’ouzon ket kennebeut petra e teuas an tri laer da veza.


Steredenn Boulvriag,
mae 1905.