Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
meur

« Labour am eus d’it evit seiz vloaz. Setu amañ daou bez bern staen. Gra eur vatimant d’in ganto. »

A-raok ar c’huz-heol eo graet ha peurc’hraet al lestr. Paea a ra ar roue hon den hag e lavar d’ezañ :

« Gwella micherour a welis biskoaz eo te. »


…Goudeze e klevas Meur ano eus Penn hag eus ar Benniz, e dud. Mont a ra da c’houlenn labour diganto.

« Pe seurt micher ac’h eus ? » eme Benn.

« Marichal oun. »

« Labour a vezo kavet d’it… »

Ar Benniz a oa neuze o c’hoari gant ar maen-pouez. Meur a dap krog en eur maen diou wech brasoc’h eget o hini hag her stlap diou wech pelloc’h egeto.

Penn a oa souezet, hag heñ ha lakaat biz-meud e zorn dehou en e c’henou ha gwaska warnezañ gant e zent. Neuze e teuas da c’houzout, en doare-se, e oa daou c’halloud e Meur : galloud eur sorser a-berz e wreg, ha galloud ar gouesta den, eus e berz e-unan…


A-benn eur pennad amzer, rouanez ar Sav-Heol a skrivas da Benn na vije ket trec’h d’ezi. Eur sorserez e oa-hi, e gwirionez. Penn a gontas kement-se da Veur.

« Me a yelo, » eme hemañ, « hag a galon vat zoken. »

Ar roue Penn a gemeras mil Pennad gantañ, hag int en hent.

« Dont a rez eta, Meur ? » emezañ.

« Kit atao, me a vezo araozoc’h eno. »

War zouar ar sorserez koz e oa tri Beulvan. Meur, digouezet a-raok Penn, a yeas d’o c’havout. C’hoarzin a reont d’ezañ.

« Perak e c’hoarzit e-giz-se ? » eme Veur d’ezo.

« Abalamour ma ’z eomp da lonka ac’hanout ! »

Meur a dap e gleze :

« Piou ar gwella ac’hanoc’h ? » emezañ, « ma tibennin anezañ ! »

« Kalon a zo ennout, » eme eur Peulvan, « met gortoz ! Me a ya d’it ! »

Hogen penn ar peulvan a gouez war an douar. Ha pennou an daou-all ivez.

Hag heñ da skei war zor ar rouanez koz.

« Piou a zo aze ? »