Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
konchennou

« Morse ne welis plac’h ken divalo ! »

« N’eus forz, » eme C’halloudus, « me a rank gwelout anezi. »

Spontet eo ivez gant an daou leon. Hag heñ :

« Gwir eo, plac’h ken difetet ne voe biskoaz ! »

« Me a ya da welout anezi, memes tra, » eme Veur.

Mont a ra.

« Deomp ac’han, » eme Vras neuze, « ha lezomp hor breur da c’hoari e-giz ma karo. »

Hag int en hent.


…Meur, eta, a ya. Gwelout a ra an daou leon.

« Garc’h ! » emezañ, « gwasoc’h loened ne voe ket, war a gredan. Pe seurt chas eo ar re-mañ ’ta gant bleo keit-se war o chouk ?… Met an dra-ze ne ra netra. »

Hag heñ ha lammat dreist an nor er porz. Sevel a ra e benn hag, e toull eur prenestr, e wel eur plac’h koant-koant, ken na oa ket unan-all war an douar eun hanter ker koant hag hi.

« Demat d’eoc’h, plac’h ar goanta, » eme Veur. « Pemp kant leo am eus graet evit dont d’ho kwelout, ha komz ganeoc’h a garfen, ma roit aotre d’in da vont betek ennoc’h. »

« Serret eo an doriou, hag an alc’houeziou a zo gant va zad. »

« Me a yelo memes tra, ma roit urz d’in. »

« Ma, deuit. »

Hag en eul lamm emañ heñ en he c’hambr. Laouen e oa-hi, ha bouchat a eure d’ezañ… Deuet an noz, heñ a lavaras e oa mall d’ezañ mont kuit, rak e zaou vreur a oa ouz e c’hortoz.

« Leal a vefe d’eoc’h kas ac’hanoun ganeoc’h, » eme ar plac’h yaouank, Gwener he ano.

« Memes tra, » eme Veur : « met penaos ? »

« Azezit war ar skabell-mañ ha livirit : Me ’garfe beza e lec’h-mañ-lec’h, ha raktal e viot eno. »

Azeza a ra Meur war ar skaon. Gwener a ya war e varlenn, hag heñ :

« Me ’garfe beza e Gorre. »

Eun hantereur goude edo e Gorre. Prena a ra eun ti eno, hag ez a da gavout roue ar vro-ze da c’houlenn labour digantañ.

« Pe vicher a rez ? » eme ar roue.

« Marichal oun. »