Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
konchennou

An tad a gemer ar pleuñv, hag :

« Al labous pleuñv aour a rankan da gaout, » emezañ. « pe mervel a rin dizale. An hini a zigaso anezañ d’in, hennez a vezo va rouantelez d’ezañ ha va madou holl ivez. »

Hag e kemenn d’ar Fur dont d’e gavout, hag e tiskouez ar pleuñv aour d’ezañ.

« Petra a soñj d’it eo ar re-mañ ? » emezañ.

« Roue galloudus, » eme ar Fur, « ar re-mañ a zo pleuñv eul labous burzudus n’en deus ket e bar dre ar bed. Daou vaen lintrus a zo oc’h ober e zaoulagad, hag an daou vaen-se a dalv muioc’h eget ho rouantelez a-bez. Hag ar pleuñv aour-se, bep miz e kresk re nevez warnañ. »

« Ha pelec’h emañ al labous-se ? »

« War gribell eur menez sounn e Bro-Spagn. Eur c’hastell kaer en deus eno. Hag al labous-se n’eo ket eul labous eo. Plac’h koantoc’h n’eus ket. War an deiz e vez plac’h ha diouz an noz labous aour. »

« Ne chomin ket beo pell, » eme ar roue d’e vugale goude, « ma ne zeu ket al labous laer avalou d’in. An hini hen digaso amañ eo a vezo roue. »

« Ni a ya d’e glask, » eme an tri mab war eun dro, « ha mervel a raimp kentoc’h eget dont amañ heptañ… »

Bep a varc’h ha bep a yalc’had-aour melen a ro ar roue d’ezo antronoz. Hag int en hent, ha war-raok avat ! En eur c’hroazhent, Dell a lavar :

« Deomp pep-hini en e bart e-unan. An hini kenta a zigouezo amañ en-dro, yac’h hag ampart hag al labous gantañ a raio eur groaz war ar maen-hir a zo aze er park e-tal an hent. »

« A vezo graet, » eme Ac’h ha Bad.


Lezomp ar vreudeur da vont pep-hini diouz e du, ha ni a heulio anezo evel-hen : Ac’h da genta, Bad da c’houde ha Dell da ziweza.

Ac’h a ya, seder an tamm anezañ : eur vaouez koz a zigouez gantañ.

« An aluzen, en an’ Doue ! » emezi.

« Hir eo an hent am eus da ober, ha tamm re a arc’hant ebet n’am eus. »

« Evel a gari, paotrig kaez. »

Hag Ac’h a ro kentr d’e varc’h. Da zek eur noz e fell d’ezañ diskuiza, hag ez a en eun ti dister.