Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
bertele

sant evidoc’h hag evidoun va-unan. En ano an Tad, hag ar Mab hag ar Spered-Santel. »

Credo neuze, hag an holl a gan. D’an Et incarnatus an dud, war bennou o daoulin, a dro adarre o daoulagad war-du ar sant nevez. Hemañ a zo trellet e re, hag o serr hag o digor e-giz un den dare da vont en e basion.

« Beo ar sant ! » eme an dud a zo an tosta d’ezañ.

« Beo ar sant ! » eme ar re-all.

« Beo ar sant ! » eme an ilizad a-bez.

Paohir, hag a oa e-harz an aoter a hop :

« Ya, ya, me a gred d’in eo beo ar sant ! Daoust ha n’eo ket Bertele eo ? E fri ’zo gantañ da vihana ! Abaoe dec’h n’eo ket bet gwelet gant eur c’hristen !… »

Ar sant eo kroget ar c’hemener en e dreid.

« Beo ar sant ! beo ar sant ! »

« Peoc’h ! » eme an aotrou person. « Ha trouzal a vez graet e iliz Lokeored bremañ ? Peoc’h ! ha pedit ar sant a zo gwelloc’h d’eoc’h ! Kanit e gantik bremañ. »

Senti a ra an dud ouz an aotrou person.

Goude ar gorreou, setu Bertele o kana :

« Be… »

Met ne da ket larkoc’h ganti. Ker boazet eo da gana ar Benedictus ma ’z eo deuet gantañ hep gouzout dare d’ezañ.

Paohir avat, p’en deus klevet « Be… » a lavar :

« Sellit eta ! deuet e c’havr da Vertele ! »

« Peoc’h ’ta ! » eme an aotrou person.

« Hañ ! » eme Baohir, « an aotrou person a zo droug ennañ ! Rak-se, me a ya da rei peoc’h. »

Ha betek an Ite, missa est, ar sant hag an dud a zo didrouz kaer. D’ an Ite avat, ez eus c’hoari adarre. An dud a ya da rei o frof d’ar sant. Hemañ a zeu eur gaouad paz d’ezañ gant an ezañs devet dirazañ, met leñva eo a ra ! Hag an dud da gemerout o arc’hant en-dro, ouspenn ar pez o deus lakaet zoken. (Kredi a reont eo ar sant nevez par d’ar Santig Du, a vousc’hoarz pa vez kinniget eun dra-bennak d’ezañ hag a ouel pa roer d’ezañ.) Neuze eo sioul tre ar sant, hag eur beg treuz a ra, e c’hellit kredi.

Peurlavaret an aviel diweza, an aotrou person a zifenn adarre ouz an dud lakaat spilhou e treid ar sant nevez, e-giz ma raent d’ar sant koz. Gant aon na vefe ket doujet d’e ali, e chom eun anter-eur e-tal an aoter. Lod a laka o spilhou e plad ar profou, lod-all e dilhad ar sant (Eno ez eus koñje).