Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

Ho pet ouzin true,
Dre Jezuz ha Mari
Pa vo fin ma bue,
Zant Josep, me ho suppli,
Ho pet ouzin true.

2. ’N e dorn eur fleurdelizen,
War e vrec’h Mab Doue,
Tro e dâl eur gurunen,
Kurunen eur roue.

3. Eur roue e gwirione,
Uhel dreist an elet,
Hag eun Tad a garanta
A viskoaz ’n hon andret.

4. Ken a gredan, me ive,
O zant Josep, goulen
Dre ho zikour gant Doue,
Maro eur gwir gristen.

5. Pa na glevin ken mouejou
Ma c’herent o vouelan
Pa vo morzet em genou
Ma zeod a gan breman.

6. Tro-war-dro pa na gavin
Nemet tevalijen,
Hag o sklasan pa zantin
Ma c’halon ha ma fen.

7. O pegen euzus neuze
E krenin gant ar spont
O welet eo deut d’in-me
An heur da rentan kont !

8. An drouk-speret a glasko
Skuill enon dizesper ;
Piou outan ma difeno
P’am galvo ma Barner ?

9. Na lezet ket ma ine
Da guitat ar bed-man,
Heb obten digant Doue
Ar pardon evitan !


————