Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —


N° 62. — Mari, pa dei eun de.
War don : Grâce, grâce, N° 62.


1. Mari, pa dei eun de ar maro kri d’am soupren,
Gant e falc’h didrue p’am diskaro zouden,
Pa laro an ol d’in : peurachu eo da amzer ;
Evit eur pec’her paour goneet e Varner. (bis).

2. Pa dosto d’am gwele war ma heurves divezan
Kerent ha mignonet da bedi ’n eur ouelan ;
Ha pa larin deze : Ken-a-vo gant an ele,
Evit eur pec’her paour pedet, o Mam Doue. (bis).

3. Pa gomanso ma goad da sklazan bars ma mempro,
Pa redo war ma zal c’houezen ien ar maro,
Pa vezin war ar poent da guitat ol draou ar bed,
Evit eur pec’her paour pedet, Mari, pedet. (bis).

4. Pa n’hello ken ma zeod, dizec’het gant ar maro,
Ho kervel d’am zikour na laret hoc’h hano ;
Pa n’hellin ken zevel ouz an Env ma daoulagad,
Evit eur pec’her paour pedet, Mam dous ha mad. (bis).

5. Pa n’hellin ken goalc’hi gant abondans ma daerou,
Na dre ar binijen kement a bec’hejou,
Pa n’hellin hirvoudi, na skei war boul ma c’halon,
Evit eur pec’her paour goulenet ar pardon. (bis).

6. Pa gouezo deuz ma dorn Kroaz zakr ma Doue maro,
Pa skuillin warnezi ma divezan daero,
O wellet e vemprou gouliet gant ma fec’het ;
Evit eur pec’her paour, pedet, Mari, pedet. (bis).

7. Deut, deut da vinigan, pleget a-uz d’am gwele,
Ma divezan huanad, kemeret ma ine,
Konduet-han d’ho Map, gras evitan goulenet,
Evit eur pec’her paour, pedet, Mari, pedet. (bis).

8. Pedet, Mari, pedet, ha Jezus ho chilaouo,
Jezus akordo d’in da repozi em bro ;
Neuze eürus genac’h ha dre ho zikour, Gwerc’hes,
Ar pec’her paour ive ho meulo da james. (bis).

O. Graet.