Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —


4. Pa zone trist o heur divezan,
O daouarn stardet ouz ar Groaz,
A galon, rok kuitat ar bed-man,
E c’halvent Mari eur wej c’hoaz.

5. Breman ganti dirak tron Jezus
Emant bodet er baradoz ;
Ganti d’hon zro ni a vo eürus
Mar heuillomp roudou hon tud koz.

K. G.




N° 61. — Da Vari evit ar Vretonet divroet.
War don : Pa oan er ster, N° 61.


1. Mari pa’z oc’h Mam Breiz-Izel.
Ni ho ped da deurel eur zel
War meur a Vreton divroet
Pere genimp n’ho pedont ket.

2. An delien c’hlaz, eur wej distag
Euz ar wen he doug hag he mag,
Kaer he deus ninjal ha bale
Er poul a vreino heb dale.

3. Evel-se kals a Vretonet,
Pel euz ar gèr p’ho deuz tec’het,
A ouenv a gorf hag a galon
Hep Doue na relijion.

4. Kals a dismant hed an henchou
Pinvidiges o ineou,
Ha digare gonit arc’hant
A freg zaë wen o badeiant.

5. Gonit arc’hant, koll ar gwir Fe,
Ha gwir eürustet ar vue,
Dispris o bro hag o c’herent,
Ankouat an anaon hag ar zent !