Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —
6. akt a gontrision.

Ma Doue, me zo glac’haret
D’ho pean kemend offanset,
Abalamour d’ho madelez,
D’ho majeste, d’ho santelez.


7. resolution

Me a bromet en em viret,
Gant gras Doue ouz pep pec’het,
Specialamant ouz ar re
Ma ôn ar muian kustum d’he.


8. akt a c’houlen

Sellet ouzin, ô ma Jezuz,
Ha reit d’in eur c’hras presius,
Ar c’hras d’ho serviji fidel
Ha d’ho karet bete mervel.


 
9. peden d’ar werc’hez

Gwerc’hez, ma mamm garantezuz,
Ma rekommandet da Jezuz ;
Gwerc’hez, ma mamm ha ma itron,
Me rekommand d’ec’h ma c’halon.


10. peden d’an el-mad

Ma El-mad, mesajer Doue,
Miret ma c’horf ha ma ine,
Ma miret ouz an Drouk-Speret,
Ha, dreist pep tra, ouz ar pec’het.


11. peden d’an oll zent

Me ho ped, Zent ha Zentezet,
Da vean ma avokadet :
Obtenet d’in digant Jezuz,
Eur maro mad hag evuruz.

N. B. — Mad eo lakat ar vugale hag ar re vraz da ganan ar Pater, Ave, Credo, Confiteor, brezonek ha latin, evel ma ve kanet ar Psalmou : ar c’houec’hvet ton eo ar gwellan da gemer.


Pater noster.

6t ton romen.