Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR PEDENOU PEMDEIEK
————
En hano an Tad, hag ap Mab, hag ar Spered-Santel, Evel-se bezet gret
————
Aktou ar c’hristen mad.
War don : Eun Doue hepken adori.


1. akt a fe war brezans doue

Ma Doue, me gred fermamant
Penoz ez oc’h aman prezant ;
Rak-se gant gwir humilite
Me rent homaj d’ho Majeste.

2. akt a adorasion

M’hoc’h ador, Doue, ma C’hrouer ;
M’hoc’h ador, Jezuz, ma Zalver;
Choui eo ma mestr ha ma roue ;
Ha d’ec’h ôn tout, korf hag ine.

3. akt a drugare

M’ho trugareka, ma Otro,
Dimeuz hoc’h oll madelezo ;
D’am bean krouet ha prenet,

Hag en hoc’h Iliz resevet ;
D’am beân (*henoaz) konservet,
Ha diouz pep danjer diwallet.
* Da noz leret hirie.

4 akt a ofrans

Kement a rin hag a lirin,
A zonjin hag a andurin,
A ofran oll da c’hloar Doue,
Dre-z-hoc’h, Mari, mamm a drue.

3. [sic] eksamen a gonsianz

Ma Jezuz, reit d’in sklerijen,
Evid ober ma eksamen.
Hag eur gontrision barfet
A gement pec’het am eus gret.

En em arretomp aman da eksaminan hon c’honsianz.