Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —


Diskan : Bugel paour... etc.


2. E Bethleem an ol a gouske
Da hanter-noz e peb tieges,
Na oa hini ken war vale
Nemet zant Jozep hag ar Werc’hes :
Etre daou aneval
Zouden e welont dirak-he
Eur c’hroadur zo den ha Doue ! (bis).
Etre daou... etc.

3. Kenkent en oabl, a greiz eur goabren
Splanoc’h eget heol ar c’hreiste,
O ninjal trezeg ar Jude
Elet a gan ol en eur vanden :
« Gloar en Env da Zoue,
« Ha peoc’h en douar evit-mad
« D’an dud a n-euz bolonte vad ! » (bis).
Gloar en Env... etc.

4. Deut, pastoret, deut d’hen adori,
Klevet eun èl ouz ho kervel :
Tost d’ac’h aze ’man e gavel,
C’houi hen c’havo tre divrec’h Mari :
Deut raktal ha kanet
Ho kanaouenou ar c’haeran,
Ha roet ho kalon dezan. (bis).
Deut raktal... etc.

5. Kanomp ive, kanomp, kristenien !
Bugel ar c’hraou zo trec’h bepret,
Goude ken lies a gantvet,
War an ifern hag e vevelien !
Nouël d’ac’h, o Jezus,
Mab ar Werc’hes ha Mab Doue,
Nouël, enor, ha karante ! (bis).
Nouel d’ac’h... etc.

K. G.