Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/109

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —


2. Pa dei spes ar maro da spontan ma daoulagad,
Diskoet d’in, Jezus, bizaj ha kalon eun tad.

3. Pa dei c’houezen ma zal ha ma diou-jod dislivet
D’ober heuz d’ar re-al, c’houi, ma Jezus, diredet.

4. Pa n’hellin ken klevet komjou an dud, ma Zalver,
Komzet c’houi d’am c’halon gant ho mouez dous ha tener.

5. Vit ar wej divezan pa larin : Jezus, Jezus !
Klevet, me ho supli, ouz ho pugel truezus !

6. Pa gouezo an daerou euz ma lagad o vervel,
Beniget-he, Jezus, ma vezint daerou zantel.

7. Pa welfet o rannan ma c’halon hanter vouget,
Tomet-hi c’hoaz, Jezus, a garante ’n hoc’h andret.

8. Pa vo ret d’in kuitat ma zraou ha ma zieges,
Bezet c’houi, o Jezus, ma mad, ma finvidiges

9. Ha pa zispartio ma c’horf paour euz ma ine,
Ma hirvoud divezan a ofran d’ac’h, ma Doue

10. En ho parnediges p’enem gavin, o Jezus !
Deurveet em c’henver bezan ol-drugarezus.

11. Me laka ma maro kenkouls ha ma ol vue
Etre daouarn Jezus hag e Vam leun a drue.




N° 89. — Ar Varn gentan.
War don N° 88.


1. Zonjomp, o kristenien, ha zonjomp e gwirione,
Goude ’r maro raktal e vimp barnet gant Doue.

Diskan :

Gwerc’hes Vari, ma Mam leun a drue,
Gret d’in doujan ar varn keit ha ma ’z on e bue.

2. Na vo ket c’hoaz zerret d’hon c’horf kez e zaoulagad,
Ma klevimp ar Barner o c’hourc’hemen d’imp tostat.

3. Neuze hon ine paour stravillet ol gant ar spont,
Hep gallout ’nem guzan a dleo rentan e gont.