Pajenn:Kalloc’h - Peden er Gédour, 1917.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
chronique d’histoire


Pe saillan drest d’er bleu, ur vouhal é rnen dorn,
Me fautred ’lar marsé : « Arog ! henneh zo gour ! »
Hag é tant ar me lerh ér fank, én tan, ér forn…
Meit Hui, Hui ouér eoalh nen donn meit ur péhour.

Ragsé, pe streu en noz hé lorheu dré er glen,
E grehér er hleuyeu pe gouska mem bredér
Hou péet truhé dohein, cheleùet men goulen,
Deit, hag en noz eidonn e vo lan a splannder

Men Doué, men Doué ! Me zo er gédour ’n é unan,
Mem bro e fi arnan ha mé nen donn meit pri :
Dakoret d’un hineah en nerh e houlennan,
Um erbédein e ran d’Oh ha d’Hou Mam Mari.


Kalan-goanù 1916 (Novembre 1916)

BLEIMOR.