Pajenn:Kalloc’h - Peden er Gédour, 1917.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
435
et de littérature de la bretagne.


Me zo er martelod de gartér, er gédour
E ya, e za, e ùél oll, e gleu oll. Er Frans
N des men galùet hineah de virein hé inour,
Kemennet hé des d’ein kanderhel d’hé droug-rans.

Me zo er gédour bras én é saù ar er hleu.
Gout e ran petra onn ha me oui petra ran :
Iné Kornog, hé douar, hé merhed hag hé bleu :
Oll kened er Bed é, en noz-man, e viran.

Ker é péinn er glod marsé. Na petra vern !
Hanùeu er ré-kouéhet douar Arvor ou miro :
Me zo ur stiren splann ar dal Frans é ligern,
Me zo er gédour bras ar saù aùit é vro.

Kousk, o bro, kousk é peah. Me rei kartér eidous.
Ma ruar da de foéùein hineah er mor german,
Bredér omb d’er herreg e ziùenn aud Breiz dous :
Kousk, o Frans ! ne vi ket soliet hoah en taul-man.

Eit bout aman, lesket em es me zi, me zud.
lhùéloh é in héad éh onn staget ohton :
Na mab, na brér ! Er Gédour, onn, beunek ha mud,
Ar harzeu er retér me zo ’r garreg vreton.

Neoah, liés a ùeh e rinkan hirvoudein :
Penaus é mant ? Siouah, peur int, klanù martezé…
Men Doué, hou péet truhé doh en ti e zo d’ein,
Rag n’em es kin ér bed meit er ré ’ouil azé.

Breman kousk. o mem bro ! Ma men dorn ar men gléan
Gout e ran er vichér, ur goaz onn, me zo krénù :
En tam Frans ’dan me mir birùikin n’ou do éan…
Petra onn diragoh, o men Doué, meit ur prénù ?