Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
a Vontroulez.

devezo ramplisset an obligationou en deveus imposet dezàn al lezen, ha n’en devezo netra d’en em reproch.

Morin. — Va rassuri a rit un nebeut, tad Simon ; me gred na ello qet va breur en em viret ous un esmaë vras.

Simon. — N’eo qet se qenebeut ar pez a lavaran dâc’h ; ha na elfet caout nemet ompinion fall eus an hini a zae da varn e nessa evel ma zear d’ar foar. Pa en em renter responsabl demeus a enor hac eus a vuez un den, e zeus peadra da grena ; mes arabat eo en em digoncerti e poent da nonpas clêvet na guelet, rac neuze e vez ramplisset fall ar garg.

Morin. — Allon, tad Simon, grit dìn ar blijadur da scrifa an traou-se oll d’am breur, pehini a heuillo ho conseillou, me so sur, da c’hortos m’en devezo an enor d’ho trugarecat.

Simon. — Gant joa, hac er memes amzer e lavarin dezàn e zeo carguet eus un dever ar brassa, ha penaus ar barnidiguez dre juri so unan eus ar brassa mad-oberou deus hon amzer.





CHABISTR XX.


Qentelliou mad roet gant Simon a Vontroulez d’ar re a gred e tistro ar re varo er bed.


Ne chomjomp nemet un devez e Bourbriac, hac e qemerjomp hent Louargat. En hentchou