Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
a Vontroulez.

Autrou, eme Simon, re vad oc’h, m’en assur : ar pez ameus lavaret, zo sortiet eus a voeled va c’halon, hac e reqetan ma profito an oll eus an avis.





CHABISTR XIV.


Simon a Vontroulez a gontempl gant ur joa dener un tieguez eurus ha vertuzus.


Pa voe en em dennet ar foul, un den oaget eus a un daou-uguent vloaz, a dostâs ouzomp, hac lavaras da Simon a Vontroulez : Tad Simon, sellit eta diouzòn ! Penaus, ha n’am anavezit-hu qet ? — Eh ! Doue d’am pardono ! eme Simon, me gred ez eo va mignon Bernard. — En eo memes. — Eleal, va c’hamarad qèz, abaoue trivac’h vloaz so, e zout terrupl chenchet, hac ec’h eus brema ur baro du. Poq dìn eta, paour-qèz Bernard. Satindor ! brassa plijadur ameus ous da velet ! — Ha me eta, tad Simon ! E voan o tremen bremaic, pa meus hanavezet ractal ho mouez, pa voac’h o comz ous an oll dud-se. Atao eta oc’h ar memes den ? — Bepret, va c’hamarad qèz : ne chencher mui nemeur d’am oad. Mes te, Bernard, petra res-te er vrô-mâ ? — Me gonto dêc’h an dra-se goude ; mes deut arauc da reposi d’am zy ; esper ameus na glasqot logeis all ebet. — A greis calon. — An autrou-se a zo ganêc’h ? — Ia, va c’hompagnun beach eo,