Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
a Vontroulez

ha courach. Anfin, aben tri devez e quitajomp Qemper, hac ec’h ejomp da Zouarnenez, da Audiern, da Bontecroas, a belec’h e tistrojomp da Guemper, da vont varzu Qimperle, en eur dremen dre Goncqerne, Pontaven, Riec, hac en em rentjomp en bourg Moëlan ; disqen a rejomp e ty Calvar, mignon côs da Simon, a voa o chom etal an hent a gundu da Ꝃjegu. Etre Qemper ha Moëlan, Simon a voe trist meurbed, ha na gauzee qet evel ma custume en ober. Alies e leusqe huanadennou, pere a zisqeuse sclêramant ar c’heuz en devoa d’e vignon. Gouscoude, dre m’en devoa ur galon ferm evel ma voa tener, e qemeras a nebeudic e fêçon hac e gonversation ordinal.

En em arrêti a reomp eta e Moëlan. Ret e vije ma hanavezet mad Simon eno, me ur joa vras a voe pa er gueljot. Ar bautret hac ar merc’het yaouanq a voa ravisset dreist oll ma voa arruet. Ah ! emeze, conta rai deomp adare ur rismadel benac eus e veachou ; peguen drol eo pa gont an traou-se, ha peguen mad eo ! — Eh bien, tad Simon, petra oc’h-u grêt abaoue ma n’hon eus guelet ac’hanoc’h ? Disqet oc’h eus-hu un dra benac a nevez da gonta deomp ? — Ia sur, va mignonet ; disqet em eus traou has a interesso ac’hanoc’h, rac ellout a ràn rêi dêc’h qêlou deus a zaou bersonach demeus ar bourg-mâ, hac o deveus contet din o avanturiou. Goude coan e contìn se dêc’h ; mes, lavarit dìn, dabord, c’houi oc’h-unan, penaus e ya ar bed dre amâ abaoue ar vech