Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
Simon

meurbed eo e vez grêt qementse en ur fêçon leal. Ober un invantor, en ur c’hâs evel emàn, a zo un dever, eus a behini e tec’her realamant, hep caout qeuz goude-se. Al lezennou zo grêt evit hor prolegi oll hac evit assuri hon droajou. Mar refusomp o frotection, ha ma erru maleur ganeomp, da biou e tleimp-ni en eur guemeret ? Allon ! dide eo, va mignon Louis, d’en em melli deus an traou-se oll. Ret eo, hep dale davantach, avertissa ar barner a beoc’h, hac en em laqat en regl.





CHABISTR XI.


Ar joa vras a Simon a Vontroulez, o c’houzout ar frouez en deus produet e avisou mad.


Simon a Vontroulez, pehini na chomme e peb andret nemet epad an amzer en devoa ezom evit ober e afferaou, hac a garre laqat e amzer en profit, n’en devoa qet contet tremen meur a zevez e Qemper ; mes dalc’het e voe dre ar maleur a behini e voamp bet cazi testou ; ne falvezas qet dezàn quittât gant re a hast famill desolet e vignon. Chom a rejomp tost da eiz dez. Simon a ma util bras eno, hac a roas da famill e vignon conseillou mad evit an dispositionou e devoa da ober ; mes en em efforci a reas dreist oll dre e ziscoursiou carguet a rêson hac a furnez, da inspira dezo resination