Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
Simon

mancout da veza recevet, nemet-na vije chommet plaç ebet. Qemeret e voe eta, goude beza prometet d’en em gundui evel un den honest, ha da labourat gant courach.

En eur sortial eus ar manufactur, Simon en devoe c’hoant mont ractal da velet ur mignon côs pehini a dleye an darn-vuia eus e fortun da gonseillou fur Simon. Ar mignon-se a voa ur marc’hadour mouchouerou, etablisset e Qemper abaoue pemzec vloaz. Bep bloa e rê c’hoas un affer benac gant Simon, pehini a loge en e dy peurvuia, pa dremene dre ar guær-ze. En em renta a rejomp assambles e ty an den a fêçon-se. Mes, ret eo sonjal en glac’har va c’hamarad Simon, en eur antren eno, o caout ar famill antier er brassa disesper, hac o c’houzout e voa ar paour qéz Guillou o paoues mervel, goude ur c’hlénved a bempzec deiz. An intànvez, he mab, he merc’h hac he mab-caer, na eljont nemet poqat da Simon, en eur grial. Ar paour qèz Simon a voa trist meurbed hac accablet oll gant ar c’heuz d’e vignon, evel pa vije bet e vreur propr. Ar guel eus a guement se a rê frailla e galon, ha glac’har Simon a voa qen bras, na ellis qet miret da scuilla daelou stanc, peguement benac ne anavezen qet an den maro.

Goude beza paeet ar c’henta dle da vemor e vignon, Simon a Vontroulez a sonjas en interest ar famill-oll. Ne voa qet demeus an dud-se pere, pa velont ar re all o souffr, a dec’h el lec’h rei sicour dezo, var digarez, emezo,