Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
a Vontroulez


Ar Paour. — Va c’hoant a voa se, ha commancet-en devoa d’am laqat da labourat ; mes se na blije qet dìn. Goude e tisqis beza calvez, guyader ha qemener ; mes oll e tisplijent dìn, ha ne falveze qet dìn beza artisan.

Simon - Dre orgouill, michanç ! Petra eta a felveze dêc’h da ober ,

Ar Paour. — Commis em boa c’hoant da veza e ty un negociant, scrifanier e ty un noter, pe blacet en ur bureau all benac. Quittêt ameus Benac’h, gant an esperanç-se, hac e ziz da Sant—Briec ; mes na meus qet ellet parveni da netra eus ar pez a zeziren, hac e contàn mont da Guemper. Bet ameus ar maleur da goll va zad, ha debret ameus an nebeudic arc’hant en devoa roet dìn, goude beza bet calz a boan ous e c’honit. Anfin, en em velet oun hep ressourç ebet, ha reduiset da c’houlen an aluzen evel a ràn.

Simon. — Cetu aze da betra e cundu ar vanite da rusia eus ar gondition, hac an orgouill da falvezout sortial eus anezi, pa na zeus qet a dalant aoüalc’h evit se. Ma ho pije bet, va mignon, furnez aoüalc’h evit cuntinui micher ho tad, ho pije heritet eus e braticou. hac e vijec’h hirio an deiz un artisan honest, libr ha disepandant. Qement seurt micher zo enorabl, pa zint util, ha ma heuiller anezo gant honestis. Ne zeus a zisprisanç nemet evit ar pez a so dishonest pe inutil. Micher ebet na zizenor an den ; mes an den e-unan a zizenor e vicher avichou. An hini a fell dezàn pignat huelloc’h eguet na