Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
a Vontroulez

proces, rac ar c’hoari na dal et ar goulou, An dra-se na gousto netra deoc’h hac an hini a gollo en devezo c’hoas gonezet mui eguet n’en devije bet o c’hounit dirac justiç. Ma na fell qet dêc’h tenna ar blouzen-verr, eh bien, partagit eguis amezeyen vat, hac hep paea nep expert ; labourit neuze ho touar gant soing ; tachit da doubla ar profit, hac evit ur banne var guementse. — E feiz d’am doustiq, eme unan eus anezo, me gred en deus rêson. Petra a sonjes-te, Pierres ? Clêo, greomp evel a lavar ; arc’hant a vezo guelloc’h placet var un tam douar ouspen, eguet e godel un avocat. — Eh bien, jarnigoa, greomp se. Ia, Jacqes ; contant oun : d’as yec’het ! Mes se na ampech qet e zoa an tam douar-se dìn-me. — Oh ! biqen na gousantìn da se. — Allon, allon, eme Simon, mont a rit-hu c’hoas da gommanç ? Dioüallit dious bureau an timbr, deus ar procuror hac an hucher. — Bah ! bah ! na gemzomp qen var-se ; un affer grêt eo. Ho torn em hini.

Var se an daou den-se a bocas an eil d’eguile, hac ar gompagnunez a yas da gousqet en ur lavaret : drolla den eo an tad Simon-se ; mes ret eo conveni e zeo sur a guzuill vad.


————