Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
Simon

c’hàn calz. Clêvit : mar am c’hredit, en em accordit, ha na brocedit qet. — Mes, tad Simon, neo qet me a fell din pledi ; én eo a zo chicaner evel un Normand, ha ne fell qet dezàn entent rêson. — Neo qet güir se ; ennes eo, er c’hontrol, a so gaouyat evel ur Gascon, hac a ra ar van da ignori e zeo din-me ar c’hoign douar. — Chicaner evel un Normand ! gaouyat evel ur Gascon ! cetu eno langach ha na sinifi netra, eme Simon ; ha neo qet honest deoc’h insulti tud hac a dalvez ar re eus ar vroyou all. An Normantet n’int qet goassoc’h chicanerien, nac ar Gasconet brassoc’h gaouyadet eguet tud hon bro. An Normand a sonch pell-amzer evit lavarat ia pe nan, an dra-se a ell beza güir ; mes ur vech ivez m’en deus en lavaret, eo lavaret mad, hac ec’h eller counta varnàn. An dra-se a so guelloc’h eguet parlant evel ur penn avelet, ha da nonpas beza sur demeus ar pez a leverer pe deus ar pen a brometer. Tranqilloc’h e zoar var ur marc’h pennec eguet var ur marc’h froudennus. Surroc’h eo chom a blaç, eguet bale hep gouzout pelec’h e zear. Ar Gascon a so fin meurbed ; mes ive speredus, actif hac inginus eo ; gouzout mad a ra an em denna a affer. Ne zeus qet a zrouc evit se, pa ne deo qet divar goust ar re-all. Dre exempl : m’hor bez unan eus anezo amâ, me bari e rofe dêc’h ur voyen evit echui hoc’h affer, hep proces. Suposi a ràn e lavarfe dêc'h : credi a rit hoc’h eus rêson ho taou ; he bien, tennit d’ar blouzen vêr, qentoc'h eguet caout