Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
a Vontroulez

gont vloaz zo, hac a refus d’o renta din. — Bep bloaz ec’h avanç un nebeudic eus e erven var va douar. — Hac e fell dêc’h procesi evit se, eme Simon ? Peguement a ell ar c’hoign-douar-se da dalvezout ? — Eleal, daou c’hant scoët. — Ah ! an dra-se a dal sur ar boan da vont da zispign pêvar pe bemp cant scoët, evit gouzout da biou ec’h apparchanto ! — Penaus ! pêvar pe bemp cant scoët ? — D’an nebeuta, eme Simon. Guelet a ràn ervad na ouzoc’h qet petra eo ur proces. Na renter qet a justiç er bed-mâ evit netra. — Coustout a ra qer evit caout rêson, ha c’hoas muioc’h evit caout tor. Pa broceder, e ranqer paea an avocat, ar procuror, ar greff, an anregistramant, an timbr, hac an dra-se a za goal-vuan, daoust peguen goustat e za ar proces. Neuze pa vez êchu, an hini a goll na entent nep rêson ; appeli a ra, hao e zeo ret commanç a nevez da goll hac an amzer hac an arc’hant. Ur proverb so hac a lavar penaus e fin ur proces, unan eus an daou chicaner a ya qüit gant e rochet, hac eguile en noaz : da lavaret eo penaus unan en deus collet calz, hac eguile so revinet. Netra a guen certen, va mignonet. Doue d’am preservo da laqat biqen va zreid e ty ar chican ? Ur güir bunç hep fond eo ; qement so a antren ennàn, ha netra na sorti. Ma falvesse da ur re benac va laqat da brocedi, me gred dìn ec’h abandonfen dezàn an anter eus ar pez a bossedàn, rac da viana, an anter all a chomfe ganén ; hac ouspen-se, va repos ha va c’housqet, traou da bere e tal-