Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
ŒUVROU DALIF

certen penaus ar c’hompagnun mad-se ha me, hon eus atao bevet en un accord parfet.

Mes c’houi, pere oc’h eus evit servicherien tud eveldoc’h, c’hoant oc’h eus-hu da veza servichet gant oaz ha courach ? c’hoant oc’h eus-hu e vec’h caret, oboisset ha respectet ? tachit da gompren ervad ar pez e zàn da lavaret dêc’h : An daouarn na reont qet a labour vad hac en em repos alies, pa no deveus evit mestr nemet ur penn avelet ; an hini a labour nos-deiz, na ra mui e labour nemet anter-gousqet, hac er gra adreus ; p’en deus grêt ar c’har ur veach, e zeo ret larda ar rodou qent mont adare en hent ; mar da mad ho marc’h en rout, na rit qet santout ar guentr dezàn, rac e lec’h mont buannoc’h, ec’h arreto evit rei ruadennou. Qementse oll a sinifi, en diou gomz : Bezit ferm, just ha douç ; se eo ar voyen da veza ur mestr mad.


————


Emedon o paouez comz eus a glêmou ar mestri ; mes an drous a reout so nebeut a dra e qichen ar jabadao a ra ar servicherien. Mar cavit demeus ar re-mâ hac a vez contant hac eurus, ec’h ellit merca an dra-se evel ur pez ar muia rar. Gouzout a ràn, ha conveni a rìn a feiz vad, neo qet douça tra so er bed condition ar re a servich ; mes ret eo ivez conveni e vez alies ezetoc’h, ma en em revoltet nebeutoc’h en e enep. Servicher oc’h dre choas pe dre necessite. Ma elfec’h ober un dra benac all,