Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
Simon a Vontroulez

Mes gouscoude, compren aoüalc’h a rint ac’hanòn, a grediàn, evit en em estoni ganén penaus ar santimant-se qen naturel, qen nerzus, qen douç, a elfe rancontri calonou pere a resistfe outàn hac en trahisfe ? Ar vezen a vag demeus e seau ar brouç, hac en difen dre e dis-eol a enep tomder re ardant an eol ; al lapous a c’hôr e viou en neiz en deus construet, a ro e vegaden d’ar re vian, hac a zisq dezo nijal ; an danvadez a vronna an oanic, hac ar yar a gav courach evit difen e foncinet. Nicun eus ar grouadurien-se na vanq d’an instinq naturel a vam… Hac e zeo possubl ec’h abandonfe goaset ha graguez o bugale ! Ah ! na ellàn qet credi e vez se dre un indiferanç pe dre ur grueldet disanzavet gant an natur. Ar feneantis eo, an aoun eo, ar vez eo, ar viç eo pere a drein tud corrompet ha lach, d’ar violation-se demeus ar muia sacr eus an oll deveriou. Marteze o devije arguilet dirac ar c’henta faut, ma vije en em bresantet d’o speret ar sqeud eus ar gonsecanç revollant deus an abandon glac’harus-se ; rac, ma vez musuret an abim eus ar viç, e spontfet o tostât outàn. Mes pa zeus bet ar maleur da goeza ennàn, e zeo c’hoas guelloc’h en em gramponi ous ar rec’hier hac ous ar spern, qentoc’h eguet en em lezel da ziruilla bete var ar begou lemma a dleer da rancontr er fonç. Ous en anavezout gant purete ar galon eo, ous en repari gant courach eo, e rear excusi an ancounac’ha eus an dever, ha nonpas o clasq en dissimuli dre an outrach cruel d’an natur.