Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
a Vontroulez.

eo eta a ranqer da ober evit miret dious se ?

Un dra dangerus bras eo, eme Simon a Vontroulez, en em laqat da ferra en un andret re glôs ; ret e vez caout un nebeut ear. Guelet e zeus tud asphixiet gant ar glaou tân, da lavaret eo, privet subitamant eus ar pouls hac eus a bep sin a vuez.

Pa vezo eure benac asphixiet, eme Simon, dre ar glaou ardant, cassit-én buan en ear vras ; divisqit anezàn, laqit-èn var e guein, ar penn un nebeut huelloc’h eguet ar c’horf ; dioüallit d’en laqât en ur güele tom, na da rêi lavamanchou sene na butun dezàn ; mes stlapit dour yen var e gorf ; frottit anezàn gant dour cologn, pe güin-ardant camphr, a amzer da amzer, ha torchit anezàn gant ur serviet tom. Frottit an treid, an daouarn, ha liven ar c’hein gant ur bross reun ; roit ul lavamant dour yen, ebars pehini e laqot tri onç holen gros hac un onç holen magnesi ; a amzer da amzer e vezo ret dêvi allumettes dindan e fri, evel evit ar re veuzet, epad ma vezo unan o hija e gôf gant an dorn, mes buan. Ma na gafet qet ar soign-se suffisant aoüalc’h, mar mir an den clàn tomder, ha mar bez rus, e vezo ret e voada. Pa vezo deut d’ar vuez, e vezo laqet en ur güele tom, hac e vezo roet dezàn güin tom. A hend all, arabat eo rei dezàn ur vomitif.

An oll sicouriou-se a dleer da rei prontamant ba gant perseveranç.

Ar memes sicouriou a eller ivez da rei, pa diguezer caout un den crouguet. Ret eo, qent