Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
Simon

unan eo o tont d’en em chagrina deus afferaou mad ar re-all. An amzer a implijomp d’o c’hontrolla, a zo qementse collet evit hon afferaou hon-unan ; hac ar boan a guemeromp evit se, a so un domach d’hon yec’hed. Ne zeus qet a anvius pinvidiq na yac’h aoüalc’h, nac a vev calz a vloaveziou. An anvi a so ul lim a uz assambles ar c’horf hac an ene.

Ma noc’h eus nemet an dra-se da gonta dìn, eme Neuder, gant ur grimaçou ridicul, grit dìn ar blijadur da vont da ober hoc’h afferaou gant Rannou, rac scuis oun gant ho sermon. Douçic, douçic, eme Simon, mont a ràn ; n’en em fachit qet, Neuder : desolet bras oun eus ho quelet qer clàn.

Ar c’hlénved so re avancet, eme Simon gant ton un doctor pehini a gondaon ur c’hlanvour ; re avancet eo ar c’hlenved, ha cetu aze un den collet hep nep moyen.





CHABISTR XXX.


Simon a Vontroulez a ro scêr da entent an oll avantajou demeus ar Poeziou ha demeus ar Muzuriou nevez.


Ha n’eo qet güir, eme Simon a Vontroulez, e zeo un dra meurbet trist hon eus guelet ? Avichou e cavàn situation Neuder qen maleurus, qen e zon contristet. Deomp da dy Rannou, hac e velimp un den differant d’an Neuder.