Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
Simon

a behini ne zeus nemet mez pe drouc da zeport. En em gaout a rit brao bremàn : It buan da gass ar voest-se d’ho mam. Souheti a ràn e teufe ar remed-se da zervicha er memes amzer d’ho yac’hât, hi demeus e c’hlenved, ha c’houi deus ho tispositionou meurbet fachus. Qen a vezo va bugale, ha bezit fur.





CHABISTR XXVIII.


Simon a Vontroulez a rancontr ur marichal yaouanq oc’h êchui e drô Franç.


En eur antren e Lanneur, e tiredas un den yaouanq a fêçon vad d’hor c’haout, hac a lavaras da Simon a Vontroulez : Amàn e zoc’h eta ivez, Simon guèz ? Nac én so joa ganén ho quelet ! — Sell ! Te so aze, Glodic qez ? Petra ar gibet a res-te er vrô-mâ ? Quittêt ec’h eus-te da vicher a varichal ? — Nonpas ! mes mont a ràn d’ar guêr, goude beza echuet va dro Franç. Mall bras eo dìn mont da boqat d’am zad ha d’am mam guèz, ha d’o lezel bremàn da repos, o tont d’en em garga va-unan deus al labour. — Mad evelse, va mignon. Guelet ec’h eus-te calz a vroyou. — Eleal ia : Bet oun er vroyou gaera a Franç, hac emeus disqet labourat ; mes antreomp da leina.

Ar pautr yaouanq-se, eme Simon, en eur distrei ouzìn, a so un ouvrier caer hac ur pautr a fêçon. Me meus en lusqellet guechall, d’ar